|
www.Strobinell.com
Degemer
Ar strollad
Pladennoù
Deiziadoù
- Fest-Noz
- Sonadegoù
Troiadoù
Ur wech e oa...
Skeudennoù
Fichenn ditouroù
Darempred
|
|
STROBINELL : Ar strollad
Patrig ar Balc'h - Yann-Herri ar Gwicher - Riwall ar Menn |
| PATRIG AR BALC'H
Bombardoù, Tin ha low whistle (flûtennoù iwerzhonek) ha kan |
| |
Kenteliet eo bet e skol sonerien daou-ha-daou (biniou kozh-bombard)
e kevredigezh « Sonerien ha Kanerien Vreizh » e Sant-Brieg gant Michel Pinc soner eus an dibab ha
kensoner Bernard Kerboeuf (kouplad brudet e Breizh). Goude-se eo deuet da vezań diskibl aketus Andre Thomas
(Skedus) bet meur a wech kampion BREIZH sonerien daou-ha-daou.
Da gentań e veze o c’hoari gant Yann-Herri Ar Gwicher (bremań fleüter e STROBINELL),
da c’houde eo aet d’ober kenstrivadegoł sonerien er festoł-noz gant Yann-Herri hag ivez końparsed
all : Jil Lehart, Gael Rolland, Didier Durassier, Youenn Peron, Marius, Andre Thomas, Hag all.
Sevel a ra strollad STROBINELL e 1984 gant Yann-Herri Ar Gwicher. Meur a don dańs
hag a ganaouenn zo bet savet gantań evit STROBINELL evel-just, met ivez evit strolladoł all a live uhel
e-giz BARZAZ KORNOG, hag all.
Kemer a ra perzh e holl pladennoł strollad STROBINELL
|
| YANN-HERRI AR GWICHER
Biniou kozh Tin et low whistles Biniou-bras tredan - Flûtes traversières |
Yaouankik
eo Yann-Herri Ar Gwicher pa vez dizoloet gantań sonerezh
ha sevenadur Breizh. Kregiń a ra da zeskiń c’hoari
bombard ha war-lerc’h biniou kozh (benveg hengounel
e Breizh). Mont a ra neuze dre ar vro da seniń evit
ar festoł-noz. Un nebeut bloavezhioł da c’houde
endro nevez sonerezh Breizh a ro da Yann-Herri tommań
d’ur benveg nevez « fleüt dreuz koad
eben »
War-lerc’h bout studiet doareoł
ar benveg-se gant skoazell J. M. Veillon, fleüter brudet
e Breizh hag er bed a-bezh, e sav gant skoazell Patrig
Ar Balc’h ar strollad STROBINELL e 1984. ’e
heul e kemero perzh er festoł-noz ha sonadegoł, gant
tonioł ha kanaouennoł hengounel ha re nevez-savet, e
Breizh hag er bed. Abaoe 2000 e son ivez gant tin ha
low whistles ha c’hoazh gant biniou-bras tredan.
Gant ar pladennoł enrollet betek-hen gant ar strollad
STROBINELL e kemer-eń perzh evit ober ur CD, da heul
Philippe Turbin ouzh ar piano, ganto fleüterien all
a vro DREGER (Gwalarn Aodoł an Arvor)
|

|
|
RIWALL AR MENN Gitar accoustique ha kan. |
| |
Emań Riwall Ar Menn eus ar sonerien a liamm en o buhez bemdeziek sonerezh Breizh ha sevenadur Breizh.
Anavezet eo-eń war dachenn sevenadurel Breizh evit bout savet kevredigezh kreizennoł a zudi e brezhoneg
evit bugale, DUDI, o anv. Kemeret en deus perzh ivez evit sevel sindikad studierien Vreizh DAZONT, ha kenlabouret
evit abadennoł skinwel ha skingomz e brezhoneg, tro ha tro aktour, produktour ha buhezour.
Brezhoneger a vihan, abred-tre eo bet dedennet bras gant sonerezh Breizh.
(Kenlabouret en doa e dad-kozh da sevel ar bagadoł kentań e Breizh)
Yaouankik e oa c’hoazh pa veze war al leurenn gant e c'hitar o seniń tonioł ar c’hanaouennoł
kanet gant bugale DIWAN (Skolioł divyezhek brezhoneg-galleg)
Mont a ra 'barzh strollad STROBINELL e 1985, kemer a ra perzh e holl enrolladennoł pladennoł,
hag abaoe e ra gant un doare-seniń "digor" (Open tuning) |
|
|