STROBINELL
Tri soner eus Bro Sant-Brieg a ya d'ober
ar strollad-mañ hag a zo gouestlet da sonerezh ha
kanouennoù Breizh. Sonet e vez gante meur a don dañs
eus Breizh-Uhel ha Breizh-Izel, hag ivez meur a don eus
ar c'hentañ savet gante. Heñchet hag awenet
eo STROBINELL gant sonerezh ar c'houpladoù biniou-u-bombard.Ouzhpenn
an tonioù dañs ez eus tonioù bale ha
sonennoù ken boemus an eil hag egile. Diazezet eo
ken mat mat ar sonerezh hengounel gante ha kement a skiant-prenet
o deus evit ar pezh a sell ouzh seniñ daou-ha-daou
me 'z eo bet kemeret lod eus o c'hrouidigezhioù gant
strolladoù e-touez ar re wellañ evel Pennoù
Skoulm, Kornog ha Barzaz. O sonioù, o doare da c'hoari,
o startijenn, o labour sirius hag o imor vat, setu ar pezh
a ra eo STROBINELL ur strollad priziet bras hag a-vremañ,
da vat.
Savet e oa e 1985, ha gounezet gante priz kentañ
Kan Ar Bobl e 1986 ! Ar strollad-mañ a vez pedet
ivez alies da vont da seniñ er broioù estren
(gwelet
troiadoù).
Ar sonerien :
1984 Patrig ar Balc'h bombard, tin
ha low whistle, kan
1984 Yann-Herri ar Gwicher fleütoù treuz,
tin ha low whistle, biniou kozh, biniou tredan
1985 Riwall ar Menn gitaroù, kan
1984 Clément Gueveneux gitar
1985 Gilles Lehart klerinell, bombard, kan, biniou
kozh
1985 Pascal Bertin gitaroù
1995 Philippe Turbin stokellegoù
1998 Gurvan Mevel toserezh, toumperezh